1.
Tad, Mab, Spered Santel m'ho ped
Da rei sklerijenn d'am spered
O na d'ober ur werz gwirio
War ur darvoud a ran galon
2.
A zo a-nevez erruet
E miz ar fouennoù tremenet
Barz bloavez mil-nav hant-seiz
Barz en kanton Kallag e Breiz
3.
Barz e chapel Sant Gwenole
En parroz Plourac'h eman ze
Na dre an tan, ar c'hurunoù
Zo bet erruet maleurioù
4.
Na gwechall gant devosion
Teue kalz a dud d'ar pardon
Da enori Sant Gwenole
Hag evit pedi ivez