Voici un extrait précis des lignes à recopier issues du document « Gwerz Sant Gwennole Plourah (1907) », qui relate la fête et la procession de Saint Gwennole à Plourah :
Extrait :
1 Tad, Mab, Spered Santel m'ho ped
Oa rei eklerijenn da1m spered
O na d'ober eur werz gwirion
War eun darvoud a rann-galon
2 A zo a-nevez errued
E miz ar foennou tremened
Barz ar bloavez mil-nao-hant-seiz
Barz en kanton Kallag en Breiz
3 Barz e chapel Sant Gwennole
En parroz Plourah eman ze
Na dre an tan, ar hurunou
Zo bed errued maleuriou
5 Da enori Sant Gwennole
Hag evid en pedi ive
Ha·da houlenn digand
Doue Grasou d'om horv ha d1om ene
6 Bepred teue tud d'ar pardon
Med gand chanchamant a kalon
D1ober hoarlou, ebatou,
U1 eva ha d1ober dizurzou
7 Da genta pa oa ar beleg
0 lavared e overn bred
Eur briz a potr a zeu dezan
'N eur hourdrouz doned d'e lazan
8 Goude kreiste oa greed jeuiou
Hag ive beb eeurt dizurzou
Ha goude ar gousperou neuze
Oaint eed barz ar chapel arre
9 Darn a lare dre fars breman
Ar zant a zo eed da leinian
lla ni zb mestr amaii bremcin
Ha da ober om bolonte
10 Darn evid doned d'e wapaad
A hozaz tammou mein er plad
Hag a lare re fars neuze
Dalet ho prof Sant Gwennole
11 Darn all dreg an oter zo eed
Da ganardi o mestrezed
Na pegen euzuz oa gweled
An dizurzou o-doa greed
12 Ha trezorier ar chapel-ze Er fin a lavaraz deze 11Echued oll ho tizurzou! Ne gleved ked ar hurunou?11
13 Oa ked e gomz mad echued
An den-ze e gomz zo straked
Eun tarz kurun sponta neuze
Krena ra'n douar dindanne
14 War ar chapel e oa koueed
Hed Sant Gwennole binniged f
E-neus en prezerved •
Deuz ar hurun heb droug ebed
15 Nemedken ar groaz vinniged
Zo diwar an tour diskared
Ha war an douar 'n eur gouea
Bur plah koz a zeu da vlesa
16 Dre al lambrusk e oa deued
Heb ma ne oa netra deved
Med er chapel p1oa diskenned
Lakaz dre oll tan ha moged
17 Daou war ar plas a zo mouged
Eur plah a drgont vloaz oajed,
Eur potr oajed a seiteg vloaz -
Eur rann-galon d1o zud e oa
18 Darn rosted o dillad deze
Tammou dimeuz o horv ive
Eun den e votez oa deved
Med e droad nevoa droug ebed
19 Kalz a dud fall a zo zeied
Ha kalz re all zo mahagned
Tud hanter zod, ya, ha tud dall,
Setu kentel d'an oll dud fall
20 Setu kentel da dud a fent
A wapa Doue hag ar Zent
Na zeued ked dirag Doue
D'ober traou euzuz evelse
Cet extrait reprend les principales strophes du récit traditionnel en breton sur la fête et la procession de Saint Gwennole à Plourah. Vous pouvez recopier ces lignes pour vos besoins d'étude, de transcription ou de valorisation du patrimoine local.